AR SLZRIVAGNER : CHRISTIAN JOLIBOIS zo mab kuzh d'ur gorriganez iwerzhonat brudet ha d'un touseg italian. 352 vloaz eo breman. Ne ra nemet sevel istorioù nevez, siklezonoù ha marvailhoù. Abalamour da gaout peoc'h evit skrivan en deus amaret e deirgwern An Tagnouz en ur bourk bihan eus Bourgogn, da c'hortoz mont pelloc'h. Gouzout a ra mat yezh ar moc'h, yezh ar gwez, yezh ar roz ha yezh ar yer. AR SKEUDENNAOUER : CHRISTIAN HEINRICH zo ul labous-labour, ur rasker dourlivadur ha n'en deus ket kalz a zamant d'e varroù-livan.
Plijout a ra dezhan mont da veajin er broioù divent ha dianav a gav en e follenn vihan wenn. Breman eman o labourat e Strasbourg hag alles e vez o hunvreal er mor en ur gaozeal gant ar morvaouted a ra un arsav e-kichen e di.