En cours de chargement...
War-lerc'h faezhidigezh ar Weneted war vor, e 56 a-raok Jezuz-Krist, e krog ur mare nevez evit an Arvorig galian. Roma a zo breman e penn ar vro : stalian a ra he lezennoù hag ar «peoc'h roman», sevel a ra kêrioù hag hentoù kenwerzh. Met al ledenez a zo pell a-walc'h diouzh kêrbenn an impalaeriezh, ha lod eus an hengounioù keltiek a vo gwarezet. Hag a-benn nebeut amzer ivez e tegouezho ar Vretoned war ribloù an Arvorig...
Tad-kozh Anna a zo ur marvailher hep e bar evit kontan ha displegan istor Breizh d'e verc'h-vihan ha d'an holl vugale war ar memes tro !