Ma beaj Jersey - Ha peziou-c'hoari all

Note moyenne 
Maria Prat - Ma beaj Jersey - Ha peziou-c'hoari all.
Piou, en Bro-Dreger, n'anavez ket Maria Prat ? Eur wir skrivagnerez hag eur skrivagnerez-pobl eo hi : 52 a beziou-c'hoari a zo bet skrivet ganti en oll.... Lire la suite
12,07 €
Actuellement indisponible

Résumé

Piou, en Bro-Dreger, n'anavez ket Maria Prat ? Eur wir skrivagnerez hag eur skrivagnerez-pobl eo hi : 52 a beziou-c'hoari a zo bet skrivet ganti en oll. Yaouank-tre e oa bet kroget da zevel peziou : e-barz ar gazetenn "Breiz" e oa bet embannet ar re genta adaleg ar bloaveziou 1920 ! Sina a ree neuze "Plah an ti all". Ma h eo brudet Maria Prat avad, eh eo a-drugarez da "Strollad Beilladegou Treger". Rag evid ar Beilladegou he-deus skrivet eur bern peziou-c'hoari. Mond a ree tud ar strollad beb sadorn da noz en eur barrouz bennag tro-war-dro Lannuon da c'hoari ar peziou-ze, hag o-deus bet laket milierou a dud da hoarzin e-pad bloaveziou en Bro-Dreger. An danvez a zo kemeret e buhez pemdezieg tud Bro-Lannuon, troet aliez e stumm eur farsadenn. Eiz leor a oa bet moullet dija gand peziou Maria Prat. Setu aman an naved hag an hini diweza. Red eo lenn ar peziou-man evid kaoud blaz brezoneg Treger : Maria Prat a skriv he yez evel m'eo komzet ganti. A beb seurt troiou a lake an dud da gemer fent eun toullad bloaveziou 'zo : 'peus ket dalhet sonj deuz an hini a oa bet greet da Vinistr al labourdouar en Plouared ? Biskoaz ne oa bet c'hoarzet kemend-all !

Caractéristiques

  • Date de parution
    01/12/2005
  • Editeur
  • ISBN
    2-911210-45-X
  • EAN
    9782911210457
  • Présentation
    Broché
  • Nb. de pages
    149 pages
  • Poids
    0.2 Kg
  • Dimensions
    14,5 cm × 20,5 cm × 1,2 cm

Avis libraires et clients

Avis audio

Écoutez ce qu'en disent nos libraires !

Vous aimerez aussi

Derniers produits consultés